Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 355 —

reas carga ha loskel eun eil tenn, ha kerkent ar gedour a grias :

Burzudus ! burzudus ! canolier ; deut eo ganhez avad en dro-ma. Da brunen zo eat d’en em loja e corf eur macac braz a voa du-ze, ar c’habiten me voar vad, eur vialen lien guenn abez ganthan troidellet en dro d’he benn da ober bonet. M’em euz he velet oc’h en em deleur var he fri hag oc’h heja he c’har. Evit hennez en deuz prun avoalc’h.

Tousmac’h a zavas neuze gouscoude var lestr ar forbanet. Loskel a rejont eur bordeat tennou canol ; ne glaskent ket avad dont var araok, tec’het eo a felle dezho, hag en eur bellaat eo e tiscargent ho c’hanoliou. Ho bouliji gouscoude a reas drouk d’al lestr tan ; ar chiminal a voue toullet hag eilgostezet, ha ma vijent chomet da stourm douetuz o divije goal laket al lestr ha marteze he gaset d’ar gouelet. Hogen, credabl, evel ma lavare ar gedour eo ar c’habiten a ioa bet lazet, ha neuze ne voa mui a urz ha ne glaskent mui nemet en em denna a zanjer.

An abaden, evel a veler, ne oue nag hir na tenn ; muioc’h calz a aoun eget a c’hlas. Ar c’hanolier zur hag ar vartolodet all a grie.

— Cabiten, eun dro er stur ha var ho lerc’h, hag ar voricoled-ze zo deomp !

— Nan, ma na vije bet ama nemet martolodet, oamp eat dezho, hag on divije caset ar pennou gloan-ze da ziskuez ha da douza d’an Amerik. Mes ama zo beachourien, ha me a zo carget anezho, ha ne c’hellan ket ho lacat var var pa ne ket red. Rakse beac’h en hent, ha lezomp ar maoutet-ze da vont da dourta eleac’h ma carint.

— Ha ma cavont maoutet all da zont d’ho zicour ?

— Eur vech ma vezimp eat eur pennad dioutho ne velint mui roudou ar C’hallez.