Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 356 —

Red e voue-ta chom var gementse. Gouscoude ar c’hanolier a c’hrosmole hag a lavare d’he gamaradet. — Ha penauz an discrognet bras-ze en defe cavet ker fall va frunen ma en deus lavaret dioc’htu : n’em eus afer ken ; ha me gouscoude dibabet ganhen unan euz va frun braoa da gas dezhan ? Asa, figuz e rencont beza ar voricoted !

Mes ar beacherien hag ar beacherezed a ioa en em dennet er c’hamprou, o devoa bet encrez eno epad an amzer-ze. Pa glefchont an tennou canol ha dreist oll pa voe tizet ar chiminal, e sonje dezho e voa deut ho heur diveza. Lod a grene, lod a vouele ; lod all ive a bede. Bez’ez oa itronezet hag a ioa eat er meaz anezho ho unan gant ar strafuil.

Alc’hoezet o doa doriou ar c’hamprou varnezho, hag harpet oc’h an or an nebeudig arrebeuri a ioa er c’hamprou-ze. Hiniennou a ioa en em guzet dindan an dillad vele, evit na vijent ket cavet ker huan gant ar forbanet pa deujent varnezho : rak cridi mad a reant ez ea al laeron vor da zont d’ho laza.

Kerkent ha ma voa echu an abaden, ar c’habiten a red da zistrafuilla he veachourien aounig. Hogen poan a voue o rei dezho da gridi e voa eat ar forbanet en ho zro. Ne felle ket dezho digeri ho c’hamprou na dont ac’hano. Red e voue d’ar veachourien o doa kemeret perz er stourmat dont da gomz outho ha d’ho asuri ne voa mui danjer ebet. Neuze gouscoude o clevet comzou laouen ar re-ma, o clevet ive ar vartolodet oc’h en em lacat adarre pephini gant he labour en eur gana hag en eur sutal, ec’h asantchont dont euz an toullou eleac’h ma voant en em guzet, ha sevel var ar pont. Lestr ar forbanet a ioa neuze eat pell dioutho, hag a veac’h her guelet en drem-vel.