Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 354 —

Var ar C’hallez n’oa nemet eur pez canol a zerviche muioc’h da c’houlen sicour pa veze izom eget da vrezelecaat. Hogen ar mestr canolier a ioa en em laket var gorf he roched ; destumet en doa, evel a lavare. prun da gas d’ar Vacached, ha poultr ne vanke ket evit ho c’has. Martolodet ha beachourien, oll o doa taolet ho jupennou, hag edont e doare da rei eun digemer birvidik d’ar forbanet ma claskent teleur ho c’hraban var ar C’hallez.

Lestr ar forbanet, dioc’h ar c’houbari anezhan, en doa c’huec’h pez canol, tri a bep tu. Hogen evel n’en doa nemet goueliou ne chelle ket bale na trei ha distrei ker buan hag al lestr tan ; rag hema pa voa tomet mad he gaoteriou ha laket sounn var he aelou, a valee var ar mor evel eur c’har tan var eun hent houarn. A hent all ar forbanet, pere a velet var ho lestr, o sevel ho minou du evel drouk-sperejou o doa guelet, credabl, gant ho lunedeier, e voa sicour mad var al lestr beacher, ha ne ziskuezent mui caout mall da dostaat. Edont evel pa vijent var var o clask gouzout petra a rajent.

— Emaint deomp, eme ar c’habiten Mistral ; aoun o deus.

— Cabiten, eme ar c’hanolier, emaomp var hed tenn, ma lavarfen daou c’her d’ar botred chentil-ze e iez ho bro ?

— Ia, ia, p’eo guir ne leveront ger, eo red deomp diskuez dezho ne domp ket mud.

— Sturier, evez ! diskuez ato d’ar botred zu-ze penn pe lost al lestr. ha na laca anezhan morse a dreus dezho ; costeziou al lestr zo guiridik.

— Bezit dinec’h, cabiten, ne illigint ket costeziou ar C’hallez.

Etre daou ar c’hanolier en doa losket eun tenn canol, mes al lestr forbanet ne reas van. Hasta a