Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 353 —

avel evit stanca an hent ouzomp, hag hor plaoufi pa dremenimp.

— Tron-de-ler, ar C’hallez ne lezo ket he lonca evel eur gellienen gant eur pesk. Ma sonch d’ar moroc’het-ze e zeont d’hon lonca en eur c’hinaouat, e pakint eur souezen.

Ar c’habiten a zavas trum var he scaon c’hed, he luneden hir-velet ganthan en he zorn. Ne voue ket pell na velaz ervad e voa guir ar pez a lavare ar gedour. Eul lestr forbanet pe laeron vor, arabet pe vedouinet euz an Afrik a ioa oc’h ho gortoz hag o tenna he daol nij evit dilamet varnezho evel eur sparfel var eul labous.

Eno neuze e savas freuz ha tousmac’h. Ar c’habiten a grie : beac’h d’ar stur, beac’h d’an tan, beac’h d’an armou ; ar vartolodet pephini d’he labour ha beach var al lestr ! Ar veachourien a grene evitho ho unan hag evit ho danvez, ho arc’hant ; ar merc’hed a vouele, a gunude, a grie fors.

— Ar merc’hed d’an traon, er c’hamprou, eme ar c’habiten, ha chom eno ken na dear d’ho zenna ac’hano. Ar veachourien o deuz aoun a rai evel ar merc’hed, ha ger ebet ken. Ar voazed n’o deus ket a aoun a gemero armou da zicour ar vartolodet, ha buan, rag ar voricoted-hont o deus naoun a gredan, hag o deus mall e rofemp ho meren dezho. — Alo, potred, eun abaden zans a vezo, ha red eo lacat he oll rubanou d’ar C’hallez evit diskuez d’ar pennou maout-ze ez euz eul lestr ama hag a voar en em gempen a zoare p’en deus da vont e touez an dud.

Ep dale ar vartolodet o doa digaset var ar pont armou a bep seurt, fuzillou, sabrinier, bouc’hilli. Ar veachourien a ioa chomet eun antercant bennag anezho da zicour ar vartolodet, hag a ioa gantho oll pistolennou tro.