Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 352 —

gant ar c’hrocodilet. Teleur a rejont pemp corf maro e kichen ar bigorneter a ioa ive dare da vervel, hag abars m’oa maro tre e troc’hjont he benn dezhan. Neuze en em lakejont da zansal en dro d’ar re varo, da iudal ha da ober eur safar evel loenet gouez.

E c’hellit cridi, me ne voan ket dinec’h eno ; sonjal a rean e tlient va laza ha marteze va dibri ; ne c’hortozen nemet eur maro scrijus. Gouscoude ne voen ket lazet. Diliama a rejont va divesker, hag e rejont din bale en ho raog beteg ho c’hear pehini ne voa ket pell ac’hano. Pebez kear ! eun nebeut lochennou henvel oc’h re ar c’hlaouerien pe kentoc’h oc’h lokou chas, ha kementse dindan guez bras ken toupok ho scourrou ma na bar morse an heol eno ha ma vez ato tenval. Euz a gorfou ho c’hamaradet n’o doa caset gantho nemet corf ho c’habiten da behini e reant abep seurt orbidou. Da unan euz al lochennou e vouen caset ; hogen ne vouien ket petra a ioa sonch da ober ouzin.

IV

Edo ar c’habiten Mistral o vont adarre d’he istor, hag an itron saoz a c’houlenne evit an trede guech peur e clefchent peleac’h oa bet cavet Colibri, pa voue clevet ar gedour euz a veg ar vern o crial :

— Cabiten, eul lestr dirazomp en drem-vel ?

— Pe du ?

— Er c’hevred izel.

— Pe seurt lestr eo ?

— Eul lestr forbanet a gredan eo.

— Eul lestr armet ?

— Eur rencad canoliou a uz ar mor.

— Dre dan pe dre voueliou ?

— Dre voueliou ; ema oc’h en em lacat en hon