Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

zo bet cavel Jesus, a zo hirio prenvedet ha couls lavaret brein. Bep bloaz e vezont roet da ziskuez, da Nedelek, ha tud ep niver, an daelou en ho daoulagad, a deu da zellet outho ha da bidi dirag an tamou coat-ze, ar re bresiusa zo er bed goude coat ar guir groas. An tamou coat-ze zo hirio en eur voest caer great gant cristal, hag an oll a ell ho guelet. Kement christen zo a zrid gant levenez deis ginivelez an hini zo en em c’hreat evidomp bihan, paour ha dister. Ar zonch euz ar mabik bihan-ze, ganet en eur c’hraou, e creiz ar boan, ar baourentez, an dienez a bep tra, ne dai morse euz eur galon hag e deuz eur zantimant vad bennak. Santez Tereza, o veza eun dervez o vale dre he c’houent, a velaz en eun taol dirazhi eur bugel bihan, coant evel ar verelaouen. Souezet meurbet, ar zantez a c’houlennas :

— Piou oc’h-hu ?

Ar bugel a lavaras :

— Livirit din da genta hoc’h hano.

— Me, eme ar zantez, eo Tereza Jesus.

— Ha me, eme ar bugel, eo Jesus Tereza.

Meur a zant all o deus bet an heur vad da velet ar mabik Jesus oc’h en em ziskuez dezho ha d’hen derc’hel etre ho divrec’h, evel sant Bernard, sant Anton a Badou, sant Stanislas Kostka ; hounnez a dra zur zo eur c’hraz euz ar re vrasa ; hogen ne ket red he c’haout ; avoalc’h eo deomp gouzout e chom Jesus e calon an hini her c’har, e calon an hini zo e stad a c’hras. Hiniennou a lavaro marteze e carfent guelet map Doue evel ma her guelas Mari ha Joseph e craou Bethlehem. Hogen na vezomp ket nec’het ; her guelet a raimp goude ar maro, ha neuze ne ket evit eur pennadig epken e vezo, mes evit an oll eternite.