Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/36

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

dervez da zellet oc’h ar bandennou denved ha pastored-ze a lavarfac’h a ve oll e prez o clask gouzout piou a vezo da genta e kichen ar mabik Jesus. Ne deus netra hag a gomsfe oc’h calon eur c’hristen evel eun tamik menez evelse.

Guelet a rit ar mabik Jesus en he gavel pe mar kirit, en he vanjouer. E beg eur menez ema, en eun toul craou. A bep tu e velit pastored, prez varnezho, o tont d’he velet ; ama zoken, mar kirit sellet mad, e velot eur pastor, lezet gantha lod euz he zenved var he lerc’h, evit en em gaout kentoc’h. Hag ar mabik divin, euz he graou anter digor, a vusc’hoars oc’h an oll vessaerien pe bastored-ze a deu a brez d’he velet ha d’he adori.

En eul leac’h all, e cavit eur c’hraou toet gant plous. Tro var dro eur vezen bin bennag gant scourrou carget a rubanou paper, a gemerfac’h, en eur vont en iliz, evit erc’h, ha zoken, goude beza bet eur pennad o taoulina dirag ar mabik Jesus, e sonch deoc’h c’hoaz eo guez goloet a erc’h eo a zo en dro d’ar c’hraou coant-ze, hag e lavarit : O va Doue, penauz ec’h ell ar bugel paour-ze herzel gant ar riou pe an anoet !

En eul leac’h all c’hoaz e cavit eur c’hraou anter dizolo. Ælez zo o c’hournijal tro var dro ; ar c’hraou avad zo ken dirapar ma tle ar re zoken zo crea ho goad, crena enha gant ar riou. — Pephini evelse en hor bro a Vreiz-Izel, pep parrez a ro da vap Doue eur merk euz he c’harantez hag euz he anaoudegez vad.

Ar c’hraou pe ar manjouer ma c’hourvezas Jesus-Christ enhan e Bethlehem, a zo hirio e Rom, en ilis Santez-Mari major a c’halver ive avechou ilis Santez-Mari-ar-C’hraou. An tamou coat-ze, a