Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22—

Leveromp eta dirak craou ar mabik Jesus. « Gloar da Zoue en huela euz an envou, ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad. »

————


Nedelek, e troad ar Sinaï.
————

Gouel Nedeleg a zo caer e pep corn euz ar bed. An nosvez-ze a zo caret gant kement a zo christen ; piou ne garfe ket an nosvez a zigas da zonch dezhan euz a eun Doue o c’henel ; eun Doue en em c’hreat den evit he savetei ?

Hogen mar deo caer ar Pelgent e peb bro gristen, ez eo caeroc’h c’hoas var ar mor, a vel d’ar menez-ze ker brudet divar behini e roas Doue he lezen d’ar bobl a Israel.

Bez’edomp, eme an hini a scrif kement-ma, var eul lestr tan euz ar re vrasa. Avel foll ha barrou amzer a ioa bet en derveziou araog, hag oamp skuis maro. Hogen a benn nos Nedelec oa soupleat an avel ; al laouenidigez a ioa deut en dro, hag hor skuisder or boa ancounac’het.

An Env a ioa glaz, ar stered a lugerne hag a ioa evel diamanchou da velet e gouelet ar mor. N’oa ket eun tam coumoul o c’holo an oabl, hag ar zell a c’helle mont en eun doare bennak beteg ar barados dre greiz an Astrou. Ar mor a ioa sioul, hag e velet varnezhan eur roudennad tan a lakea al lestr da zevel dre ma tremene.

A ziou deomp e velet eur menez huel ; ar beg anezhan a vije lavaret a douche oc’h ar stered. Eno eo en em ziskuezas Doue da Voizez ; eno eo e roaz he lezen. Ar Sinaï eo a ioa dirazomp.