Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 345 —

loncont ar prenved-ze ker c’hoek ha ma lonk potred Marseil ar guella histr, hag e lipont ho mourrou varlerc’h an draze. Eugi a ra va c’halon gant donjer o sonjal enho ep mui-ken. Hogen, petra fel deoc’h, an dra-ze eo bouet ar Sinais.

Gouscoude ne ket traou mad eo a vank er c’harter-ze.

Pa zeamp gant hor bagou bihan tost d’an douar dindan ar guern hag an aleg a zo eno pleget ho blenchen bete’n dour, ne c’hellemp ket skei eun taol rouenv na velemp o tec’het bandennou pesket bihan hag a lugerne al liou anezho evel bleun. Guelet a reamp o nijal euz ar guez bandennou perrokedou rus, glaz, guenn, melen, dubeed, turzunelled griz, goazi, glujiri, killeien brak kement hag ouidi, ha me n’ouzon ket pegement a laboused all. Asa, peadra da lacat oc’h ar ber.

Aliez ive, pa zeamp da garga hor bidonou a zour dous, e velemp bandennou kirvi ha iourc’het o peuri var al leton evel denved pe zaout ; ejennet gouez, picoliou chatal gourvezet en dizheol hag a zigore ho daoulagad da zellet ouzomp evel p’o divije c’hoant da c’houlen ouzomp petra a reamp. Ni on divije carel avoalc’h lavaret daou c’her dezho, ha caout eun tam bevin fresk eleac’h hor c’hik sall hag hol lugumach.

Ia, mes er vro ar grouk-ze ne c’hellet nemet sellet a bell, ha sec’ha he fri gant kil he zorn.

Difen da vont d’an douar dindan boan da vont beteg an diouscouarn ha larcoc’h el lagen dindan ar guez, pe da velet planta en ho corf eur zaezen contamet bennag tennet varnoc’h gant anter morianet an enezi-ze. Difen da vonten dour sall, ne ket flemmet e vijac’h gant an aered mor a zo ker stang hag an deliou dre eno, hag o deus kement a vilim hag