Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 344 —

avad, mes berniou mein ha me ne ouzon ket calz oc’h petra int henvel. Sellit, bet euz unan benag ac’hanoc’h e Brest ?

Ia, ia, a lavar meur a hini.

— Guelet oc’h eus-hu coc’hi ar gær-ze ?

— Oh ia, her guelet on eus.

— Mad, n’oc’h eus nemet sonjal ; ma ve laket eun ugent pe dregont coc’hi evelse an eil var gorre egile, hag e ve ar c’henta, an tosta d’an douar, al ledana, an eil strisoc’h eget ar c’henta, an trede strisoc’h eget an eil, hag evelse var voanaat beteg ar beg, o pefe eun dra bennag henvel oc’h eur piramid. Ar bern cohiou-ze an eil var egile a ra a ziaveaz eun doare delez hag a zo eur rampladen hir pep pazen anezhi. Gouscoude e leverer ez eus bet guelet eun tabouliner o sevel dre an delez-ze he daboulin gantha oc’h he gein. Ia, credit an dra-ze hag efit dour !… Eun tabouliner ! Doue r’am pardono ! ma vije c’hoaz eur martolod a lavarjet ! ha c’hoas !… Ne ket dies lacat da graza pa gonter istoriou.

— Cabiten, divar beg unan euz an touriou bras-ze eo e deut Colibri ganeoc’h.

— Tron-de-ler ! mad a rid digas da zonch din eo histor Colibri am eus da zibuna Edon o vont ganeoc’h da ober tro’r bed. Comzomp-ta euz an dro ma cavis va martolod.

En dro-ze oamp eat d’ar penn pella euz ar moriou bras.

C’huec’h miz a ioa edomp o tont hag o vont etre Java ha Sumatra, euz a Sumatra da Vasilan ha da Holo, dre douez eur bern enezennouigou ha n’eus nemet reier en dro dezho. Di e teu ar Sinais da besketa perlez ha ne dalont nemeur a dra. Pesketa a reont ive eun doare prenved bras divent, hag e