Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/359

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 343 —

brezeliou, penseou, kement a laca dagrena an douar hag ar mor.

Asa, brema e c’hellan distaga va bak ?

— Ia, ia, distagit ho pag ha loskit da vont.

— Mad, deomp neuze da istor Colibri.

II

E 1855, eme ar c’habiten Mistral, edon o verdea var eur c’hanfard a lestr a reat al Louarn anezhan, hag hanvet mad oa, rak n’en doa ket aoun rag eun all, ha pa en em gave dirag creoc’h evithan, e cave ijin hag ardou avoalc’h evit en em denna ato divac’hagn. Al lestr-ze a voa renet gant ar c’habiten Poulteo, eun orin a zen ; eur martolod avad hag a vouie he vicher, hag a vouie lacad al Louarn da zenti outhan pa veze fall an amzer, ha pa her guelet aze e kichen ar rod pe ar vis, he vontr ganthan en he zorn, evit guelet pet tro bep minuten a rea. Mar o poa c’hoant da veza caset e cannad da gaout an oll diaoulou euz an ifern, n’o poa nemet mont d’he zistrei dioc’h an tam labour-ze. Er mare all avad oa ken dizrouk ha pep den.

Great em eus dindan ar c’habiten-ze meur a dro d’ar voul vras, d’ar bed, mar d’eo guell ganeoc’h. Bet oun ganthan en Ejipt, er vro-ze eleac’h ma voa guech all ar c’hiz, a leverer, pa varve unan bennag, eleac’h he lacat en douar, en eur bez, evel ma rer e leac’h all, pe he zisken divar ar planken evel ma reomp-ni avechou e Rouantelez ar moroc’het, e veze cordennet evel eun tam butun carot, ha laket da viret en eul laouer vean, evel ma lakeomp-ni ama moru pe kik sall da viret en hor c’helorniou. Asa, pep bro en deuz he c’hiz, evel a ouzoc’h. Guelet em euz eno ive an doare touriou-bras-ze a rer anezho Peren-ed pe piramid. Ne ket touriou eo e zint