Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 346 —

aered viber. Difen da vont en dour dous, a zo carget a grocodillet, eun doare glazarded hag o deus pemp troatad var-n-ugent hed, hag a long eun den ker brao ha ker buan ha ma loncfac’h eur brunen. En eur ger, difen evit pep tra, ha frankiz evit ar rest goude.

Bro an diaoul, a lavaremp-ni, guelet kement all a draou dioc’h hon doare, ha mont ebiou hor ginou digor ep paca netra ! Ar re ac’hanoc’h a ia d’ar Chin pe d’ar C’hochinchin a velo ar vro-ze en eur dremen.

Evidomp-ni n’edomp ket eno en hor plijadur. Tam ean ebet ; rag ar mor eno zo ken treitour hag an douar. Ar plom dalc’h mad er mor ha tud e beg ar guerniou. Karreg a zeou, karreg a gleiz ; karreg araok, karreg adren ; en eun tu teir pe beder goured donder epken, en eun tu all, goueled ebet. Asa, an aotrou Doue en deus kemeret he ebat eno o lacat da zevel var ar gouelet digompez-ze eun doare guez mean begou dezho kel lem ha notennou. Evelse pa dolemp kerdin o sonjal staga al lestr, oant troc’het deomp dioc’htu gant begou ar rec’hil-ze. Pa dolemp an heor, ne groge ket, pe mar croge, e croge re vad hag or boa mil boan oc’h he zacha davedomp goudeze. Red oa deomp delc’her ato da vont ha da zont, hag ato var evez.

Eno avad oa guelet ar c’habiten o conta troiou ar rod ; ne finve ket ac’hano, ha ne dalie ket ar boan clask he denna dioc’h an tam labour-ze. Ni, evit miret da vouela, a rea neus da c’hoarzin.

Ouspen an dra-ze a drubuillou or boa c’hoas. Tud gouez divar an aodchou a deue da gaout al lestr en ho guez cleuz. Dont a reant antercant pe driugent var eun dro, ha var digarez digas deomp riz, craon coco ha traou all, ar vastokined anezho ne glaskent