Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/358

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 342 —

— Mar fell deoc’h, eme atr c’habiten Mistral, me ia d’he dibuna deoc’h. O pet sonch avad me n’oun ket eur prezeger goest da zistaga bomou deoc’h keit hag a zo ac’hann d’al loar. Me ne d’oun nemet eur bleis mor, eur moroc’h boasoc’h da vlejal evel eul leue mor eget da gana evel eun eostik. Ma caf deoc’h ne rouenvan ket mad, n’oc’h eus nemet lavaret, Stok, ha kemeret ar rouenv ; ma caf deoc’h e cordennan kempen avoalc’h, e lesot ar stur ganhen ken n’am bezo pleget va gouel.

— Ia, ia, eme an oll beachourien, d’an eac’h, d’an eac’h ! hag an istor en dro.

— Evit istoriou, va c’helorn a zo leun avoalc’h, ec’h ellit cridi. Abaoue pemp bloaz hag antercant zo ma zoun ganet, ha bremaik c’huec’h vloaz hag antercant ma emaoun o verdea var ar gazek c’hlaz…

— Clevit-ta, cabiten, eme eur beacher, ma n’eus nemet pemp bloaz hag antercant abaoue ma zoc’h ganet, penauz e ve c’huec’h hag antercant abaoue m’emaoc’h o verdea var ar gazek chlas ? Neuze-ta oac’h comanset da c’hoari ho ki var ar mor araok m’oac’h deut var an douar ?

— Var an douar ? Tron-de-ler ! Me n’oun ket deut var an douar ; me zo ganet er mor, hag ar pez a lavaran deoc’h a zo guir Pater. Va zad a ioa sturier var al lestr Sant Per a veze o pesketa balen, ha va mam a rea ar gegin d’ar vartolodet. C’huec’h miz a ioa edont var ar mor pa deuis-me er bed, d’an deg a vis Guengolo, dre greiz eur bar amzer scrijuz a dorraz hor guerniou, a ziframaz hor goueliou hag a reas pillou anezho. Eur c’houred bennak c’hoaz, hag e zeamp da steki oc’h an aod. ha setu va zad, eur c’hristen c’hoek, oc’h va badezi gant dour mor, ne ket beuzet e vijen araok ma c’heljent mont d’an douar. Hag abaoue m’em eus guelet pesketerez,