Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/357

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 341 —

— Tron-de-ler, eme ar c’habiten, petra eo ar moroc’h-ze a zo savet sec’het ganthan ker buan ?

— Bezit dinec’h, cabiten, ar moroc’h-ze a anavez mad park ar siliou. Hag e guirionez, neun a rea evel eur pesk, hag ep dale edo var an aod oc’h en em heja evel eur c’hi pa deu euz an dour. An den ze a ioa eun douger-samm, hag a ioa chomet da chipotal oc’h eur beacher engravet ne felle ket dezhan he baea, hag evelse n’en doa ket gouezet peur oa diblaset al lestr.

Eun tam ebat a voue-ta dioc’htu araok lavaret kenavezo da gær Marseil.

Evit ar penn devez kenta-ze, ar c’habiten Mistral ne c’hellas safarat nemeur gant he veachourien a ioa vardro pevarugent anezho en dro-ze. Re a draou en doa da renca ha re a urziou da rei d’he vartoloded evit lacat pep tra e ratre. Ar re hen anaie o devoa ta mall da velet lein o tont evit lacat anezhan da zistaga eur marvail bennak.

Gouscoude lein a deuaz, hag ar c’habiten ne zistagas marvail ebet ; prez a ioa varnezhan, ha goullonder a rea be scudel buhana ma c’helle. Evel ato d’ar fin e lavaras d’ar martolod a zerviche taol :

— Colibri, digas deomp cafe hag eur voutaillad melenok bennak ma tiroufennimp hon tal.

— Petra, cabiten, Colibri ? A beleac’h en deus bet ho keginer an hano-ze ?

— Colibri eo va martoled, petra bennak ne d’oun ket he dad, ha tost avoalc’h eo bet din ober va asten gar diveza evit he gaout.

— Distagit deomp-ta, Cabiten, istor Colibri !

— Varc’hoaz. Evit hirio en eus re a labour da ober. Antronoz eta e voue digaset da zonch d’ar c’habiten euz a istor Colibri.