Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 340 —

mont beteg ar gouelet, peadra da lacat oll dud al lestr, bemdez, da heja ha da neza ho c’horf o c’hoarzin bete gouela. Al lestr ma voa cabiten varnezhan a reat ar C’hallez anezhan, hag evel ma touge eun hano maouez e veze ive ato fichet ha klinket a zoare evel m’ema ar c’his gant ar merc’hed. Dreist oll er penn kenta euz he veach e veze livet ha cordennet ker caer hag eur plac’h nevez deiz he eured. Eul lestr-tan e voa euz ar re vrava, ha beachi a rea etre Marseil hag ar Chin. Clevit, lenner, al lennik vor en doa da dreuzi a zo eun tamik ledanoc’h eget an hini a dreuzer e treis Plougastel pe e treis Rosnoen. Cant antercant beachour a c’helle da gemeret evit lacat chek ar bours, evel ma lavar ar vartolodet.

Eun dervez-ta, eme an hini a scrif kement-ma, ar C’hallez a ioa e pors Marseil, hag a iea da vont en hent, er mor eo a fell din da lavaret. Dispag oa ar gouelliou e beg ar guerniou, an heor a ioa savet, ar chiminal a zivogede, ar gaoter a basea hag a roc’he, ne c’hortozet nemet eur sutaden digant ar c’habiten. Eno neuze e voa tousmac’h, pep beachour o clask eur c’horn evit lacat he dam sam-bragou,tud eat var al lestr evit kimiada dioc’h ar veachourien, hag ar vartolodet oc’h ho bounta er meaz hag o crial outho mont d’an douar pe e rajent eur bourmenaden hirroc’h calz eget n’o doa c’hoant, hag ar re-ma, lod laouen, lod o vouela, o chom irra ma c’hellent.

Setu sutaden ar c’habiten o skiltra. Ger ebet ken. Al lestr a finv, hag a ia, sounn var he aelou, da gomans he veach. Sonjal a reat e voa eat oll d’an douar ar re ne dlient ket beachi ; hogen ne voant ket. Eat eur pennad dioc’h ar c’hae e veljot eun den o sevel euz a draon al lestr, hag ep marc’hata, oc’h en em deleur dreist ar speuren var he benn er mor.