Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 339 —

— Setu aze, va Roue, eme Ian Bart, penauz a ris d’al listri saoz hag holland.

— Ne oufet ket diskuez sclerroc’h, eme ar roue ; ha Lois pevarzeg a reas neuze eun abaden c’hoarzin euz ar seurt ne reas ket marteze aliez. Hogen an dud a lez a c’hoarze melen, rag oll o doa debron eun tu bennag ; ha goudeze pa veze hano el fez euz ar bleis-mor, unan bennag a zave ato c’hoant scrabat gantha.

————


COLIBRI
————
I

Petra da ober var eul lestr-beachour, pa vez var al lestr eur c’hant pe ouspen a veachourien ha n’o deus netra da ober nemet cousket, dibri eun tam bennak pa deu ar mare, sellet oc’h ar mor var an deiz, hag oc’h ar stered pa deu an noz ? Petra da ober evit stleper er mor an enouamant en defe c’hoant da lamet var ho choug ha d’ho bec’hia evel eur zam pounner ? Red eo en defe ar sturier pe ar c’habiten eur guiscat marvaillou hag istoriou renket en he gelorn evel eur guiscat sardinet, hag e tennfe anezho ac’hano dioc’h tro ; marvaillou epad ar pred, evit rei eun tam saour d’ar bouet ; istoriou goudeze evit tremen an amzer ha miret oc’h ar veachourien da zizaela ho javedou o tisvlevi ien.

Evit dizenoui he veachourien, ar c’habiten Mistral euz a Varseil, n’en doa ket he bar. Ha pa badje eur bloaz ar veach, e cave ato en he gelorn, ep morse