Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 338 —

gomzet e lez ar Roue nemet euz a daoliou caer Leon ar mor. Ian Bart a voue kemennet dezhan mont d’al lez da gomz oc’h ar Roue. Ar martolod a vije bet guelloc’h gantha ober eur c’hrogad oc’h eur C’homodor bennag, evit mont d’en em lacat a reng gant an dud a lez, prinset oll. pe da viana tud a lignez huel, tud seven, boas da veza clinket ha fichet caer. Ne gave ket sez bale var blench coaret pe balennou. Hogen ar roue a c’hourc’hemenne, ha red oa senti.

Setu eta Ian Bart o lacat ober eun habit nevez hag o vont da lez ar Roue. Loiz pevarzeg hen digemeraz evel eur prins. Ar Roue a ioa en eur zal vraz hag eur vanden tud a lez en dro dezhan. Goude beza cauzeet eur pennad gant ar martolod dispar, e c’houlennaz outhan penauz en doa great evit tremen gant eul lestrik bihan dre greiz eur vanden listri brezel saoz hag holland, hag ho c’hanna oll dre ma tremene ebiou dezho.

Penauz am eus great, va Roue ? eme Ian Bart ; gortozit, me ia da ziskuez deoc’h.

Nouze e pedaz an dud a lez a ioa eno, canfarted goloet oll a fanfarluchou, rubanet, dantelezet ; ho fedas d’en em lacat var ziou reng, euz an eil penn d’egile euz ar zal, o lezel eur goasc moan etre an diou reng. Pa en doa renket evelse he dud dioc’h he c’hiz, ez eas d’ar penn izella euz ar zal, epad ma edo ar Roue er penn huela var eun tron. Neuze o teleur he dok d’an douar, hag o croazia he zivrec’h eza a benn-her dre ar voask a ioa etre an diou reng, en eur rei, a ziou hag a gleiz, taol scoas da hema taol scoas da hennont, eun taol scoas da bephini, hag en eur momet en em gavaz e kichen treid ar Roue, discaret gantha an oll dud al lez, eur rencad a bep tu, oll var guenn ho c’hroc’hen.