Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/349

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 333 —

V

Pa zigouezaz ar C’homodor Philips e rad Berghen gant he zaou lestr braz, Ian Bart hag he vartoloded a ioa diskennet en douar hag eat e kear. Ar C’homodor a lakeaz he gas ive d’an douar evit ho c’hlasc, hag ho c’havaz en eun hostaliri eleac’h ma zoa martoloded euz an oll broiou. Oc’h eun daol e vel daou zen, unan braz hag eun drem seac’h dezhan, egile bihanoc’h ha teoc’h. Edont oc’h echui eun tamig pred. Ar zaoz a ia d’ho c’haout, hag a lavar d’ar brassa anezho :

— Me gaf din em eus guelet ac'hanoc’h-hu c’hoaz eun tu bennag.

— Ec’h elfac’h beza, eme Ian Bart ; e peleac’h a gaf deoc’h ?

— E Plimouth, a zonch din.

— Han ia ! Er prizon, ha ne ket ta ? C’hui marteze eo ar C’homodor Philips ?

— Iez, me eo.

— Mad, plijadur a ra din ho kuelet. Eun dra bennag a fell deoc’h ?

— Lavaret em eus d’ar gouarner ho casjen dezhan en dro.

— Sell, e guirionez, ancounac’heat em boa lavaret kenavezo dezhan.

— Neuze lavaret o poa or bije eur c’hrogat var al lestr.

— Ema ho ten ama.

— Petra lavar ar zaoz, eme Robert pehini ne vouie ket iez ar zaozon ?

— Ober eur c’hrogat outhan.

— Hag e reot ?

— Oh ia, gant plijadur.

— Oc’h he lestr ?