Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 332 —

Eur pennadig goude, bourc’hizien Dunkerk a vele al listri saoz hag holland o tispaca ho goueliou hag oc’h en em lacat en hent.

— Eur bourc’hiz a c’houlenne digant eur martolod coz : pe var zu eta eza ar Zaozon ?

— Varlerc’h Ian Bart ezeont, ep mar.

— Caout a ra deoc’h hen tizint ?

— Oh ! abars ma lakaint ho c’hrabanou var Ian Bart, o deus labour da rouevad c’hoas.

Ar C’homodor a ieas gant ho listri d’ar Scos, hag a zigouezaz abred avoalc’h evit guelet c’hoaz ar moget e daou c’hant ti bennag devet gant Ian Bart. Hogen ne erruas ket abred avoalc’h evit tizout ar martolod dispar. Leon ar mor en doa bet amzer da vont d’he lestr, ha da baca zoken eur picol lestr euz an Holland en em gavas var he hent. Neuze evel n’oa mui en he listri na bevans na netra euz ar pez zo red evit ar vrezel, ez eas da bors Berghen, e pehini, ervez lezennou ar broiou, ne alle ket an eil enebour taga egile.

Da vont di, listri Frans a zispartiaz an eil dioc’h egile, hag al listri Saoz en em zispartiaz ive evit mont var ho lerc’h ; mes ato en em glevent evit ma vijent da nebeuta daou lestr braz oc’h unan bihan.

Evit ar C’homodor, evel ma voa oc’h Ian Bart edo he gounnar, eo varlerc’h lestr Ian Bart ive eo e talc’he da vont gant an daou vrassa ha crea euz he listri. Daou zervez goude an daou lestr bras-ze a daole an heor, e pors Berghen, unan a bep-tu da lestr Ian Bart hanvet Sant-Lois. E kichen an daou bicol lestr Saoz, al lestrik Sant-Lois a ioa evel eur glosen graon. Ar C’homodor a zonje dezhan ez ea en dro-ma da lacat Ian Bart lestr hag all en he c’hodel.