Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/350

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 334 —

— Ne ken neraet teir guech creoc’h evit hon hini.

— Ia, mes daou lestr zo.

— Mad, neuze int c’huec’h guech creoc’h evidomp.

— Delc’her a reot d’ho ker, eme ar zaos ?

— Ni fransizien ne deomp ket enep hor ger.

— Ha peur e vezo ar c’hrogat-se ?

— Kerkent ha m’am bezo poultr ha bouliji.

Emaoun oc’h ho gortoz, ha pa vezint deut, me gaso kemennadurez deoc’h.

Abenn fin ar zizun Ian Bart a ioa prest he lestr, hag hen scrifa d’ar C’homodor evit lavaret d’ezhan ez aje antronoz ac’hano, ha n’en doa nemet dont var ar mor braz evit ma rajent eur c’hrogat.

Ar C’homodor, evel eun den seven ma zoa, a gasaz he letanant da rei respont da Ian Bart ha d’her pidi da zont da zijunia d’he lestr araog ma tigorjent an abaden.

— Dijuni daou enebour, eme Ian Bart, a dle beza a dennou canol hag a daoliou sabren ; gouscoude mar d’ema ar c’his ganeoc’h da ober stad an eil d’egile araog en em laza, livirit d’ho cabiten e vezin varc’hoas da seiz heur anter var he lestr.

Antronoz eta, Ian Bart a ieaz, evel ma en doa prometet. Robert, he eil, n’oa ket dinec’h avoalc’h gant an dijuni-ze, hag a lakea poursach pep tra el lestr evit gallout diblas pa garjet.

Pa zigouezas Ian Bart el lestr saoz, ar C’homodor, en he vrao, hag he oll ofiserien en dro dezhan, a deuas d’he zigemeret e heg ar skeul gorden.

An dijuni a voa eur pred bouet euz ar c’houeca. Ar guin a ioa euz ar guella, hag ar zaozon ne glaskent ken nemet lacat martolod Dunkerk da efa re. Hogen ne voue ket dare dezho.

Ar pred-ze a badas pell, ha Robert, evel on eus lavaret, ne voa ket dinec’h. Setu hen oc’h ober d’he