Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 312 —

da skei… c’hui voar peleac’h, en eur lavaret… c’hui voar petra. Setu eno, nebaon, danvez mad !

Ha great e vezo sænt euz an dud oc’h ho foulza d’an tavarniou, da lenn cazetennou brein, da zilezel ar meziou evit mont e kær ? Sellit, mar kendalc’hont e vezint guelet o crevi a vandennou e foz an hent bras. Guech all e laket eur groazig eleac’h ma veze maro unan bennak dre zarvout ; hirio ne rer mui cals a gredan ; ma rafet ive, foz an hent braz a deufe tre da veza eur vered.

Ha laket e vezo an dud da veva en unvaniez o teski dezho sacha an eil divar goust egile ? Me gred, mar kendalc’her da rei kenteliou evelse dezho, e vezint guelet ep dale oc’h en em zrailla, hag en em zebrint an eil egile ker brao ha ker pis, ne vezo cavet en dachen var ho lerc’h nemet ho bouteier.

— Asa, tad coz, goal lopa a rit, evel kent, var gein ar voazed hag ar vugale ; hag ar merc’hed, noc’h eus-hu netra da lavaret divar ho fenn ?

— N’em eus nemet bete re.

— Livirit deomp-ta eur ger bennak.

— Ar merc’hed o deuz eun dra bennak muioc’h a furnez, muioc’h a skiant vad, muioc’h a voeden benn evidomp-ni.

— Neuze ta e tlefemp kemeret ho ali, e tlefemp zoken ho lezel d’hon ren ?

— Han, ia ! ne ve ken nemet ho lezel d’hon ren ! Ne ve ken nemet ho lacat da vont var araog ive evel ar goazed ! Neuze ez afe an traou en dro ! Neuze e ve great lezennou ! Brema e trabellont avoalc’h ep an draze ; neuze ep mar e vent guelet o prezek var an oll dachennou marc’had.

— Ha perak ne rafent-hi ket a lezennou ive mar o deus skiant avoalc’h ?

— Neuze e colfent ar pez o deuz. C’hoant avoalc’h