Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/327

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 311 —

eur c’hlasker da vervel gant an naoun ? Pa grog ar sec’het aour en dud ne zonjont nemeur e dienez ar re izomek. Ha gouscoude e ve guelloc’h deski dezho rei evit deski dezho aloubi.

— Evit rei gouscoude, tad coz, eo red caout !

— Ia, mes an Aviel hirio eo derc’hel ha sacha ; eur pec’het marvel eo rei, hag Aviel Jesus eo hennez ? Credit an dra-ze hag efit dour....

Clask lacat an dud da veza guelloc’h o teski caret muioc’h an arc’hant a zo clask digas guenn bizach eur glaouaer o frota ludu glaou outhi, ha neuze, sonjal digas an oll pinvidik ? Kementse a zigouezo da sizun ar pevar iaou. Ha pa deufent zoken pinvidicoc’h, biscoas n’em eus guelet va marc’h o vont buanoc’h pa veze laket eur zac’hat muioc’h dezhan var he gein.

An nep ne vel ket an dra-ze sclear hag anat, a eller lavaret zo map bihan da rouanez ar gozet.

— N’eus fors, Tad Yvon, a bouez mont var araok gouscoude ec’h en em gavimp eun tu bennak.

— Ia, eun tu bennag e tigouezimp sur. Nep a ia gant hent Brest a zigouezo e Brest, credabl, ha nep a ia gant hent Naonet a zigouezo e Naonet ive douetus, nemet terri a rafe he zivesker en hent. An hini avad a fell dezhan mont da Naonet hag a gemer hent Brest, en devezo chans ma tigoez eleac’h ma fell dezhan mont.

Caout a ra deoc’h-hu e vezo great tud a zoare, tud a benn, tud fur gant ar vugale-ze a zaver hirio, o teski dezho lavaret geier, eilgeriat oc’h tad ha mam, ober dezho evel a rea en dez all map an amezek Berder, eur mec’hiek eis pe nao bloas ? He vam a c’hourc’hemenne eun dra bennak dezhan, hag al lampon bihan a droaz he gein dezhi hag en em lakeas