Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/329

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 313 —

o deuz, ep kementse, da vale var roudou ar voazed. Guelet a rer hiniennou brageier gantho, tokou goazed var ho fenn, eur gorzen en ho dorn hag eur segalen en ho ginou. Ar re-ze, ep mar, ne c’houlenfent ket guell eget beza carget da ren ar bed.

— Ha petra livirit euz ar picol braz-ze a zougont hag a zo dindanhi, evit rei tro dezhi, eur pez malikin pe eur c’hloc’h kement ha cloc’h bras Braspars, hag a c’halver, a gredan, crinolin ?

— Crina-lin ? Criza-lin ? Lin criz avoalc’h eo sur ; rak meur a hini euz ar re a zoug ar panerou bras-ze o deuz a veach eun hivis lien stoup da lacat dindan-ho. A drugare Doue ar c’his divalo-ze ne ket deut c’hoas var ar meaz, hag ar merc’hed a stak d’al labour n’her c’hemerint ket buan. Mar gell avad eur strinkel pemzek pe c’houezek vloas caout fret da vont e kær, ha pa ve da blac’h crot pe da blac’h ar ier e ve, abarz eur mis goude e vezo guelet ive kelc’het evel eur varriken, tolet ganthi dreist ar c’hillou-ze eur stlabez braoeri bennak da c’holo he zruillou.

— Ar merc’hed divar ar meaz a gavit fur-ta, tad Yvon ?

— Furoc’h e vijent da viana ma na lakajent morse ho zreid e tavarn ebet ; ma o divije skiant avoalc’h evit chom ep mont da heul goazed, potred daou bennok, d’an tiez-ze eleac’h ne zescont ket a dra zur beza furoc’h. Ah ! me garje o pije clevet Lan an Dall, eur mignon am euz du-ze e bro Leon, o coms divar benn ar merc’hed distrantel-ze, o tistaga var gein ar strinkellet, ar pennou scanv-ze a zarempred an tavarniou, hag a ia ac’hano roget ho c’hoef pa n’o deus ket he gollet, hag a veler avechou eur votez gantho euz a bep parrez ; rag eno e vez collet, troclet meur a dra.