Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 310 —

Gortozit, paotred, m’em eus c’hoas meur a dra da lavaret deoc’h var gementse.

— Evelse-ta, Tad Yvon, skigna an anaoudegez euz an Aviel eo mont var araog evit ar visionerien ? hag evit ar re all petra eo ?

— Petra eo ? Nec’het e vent lakeat, me voar vad, ma renkfent he lavaret.

Me zonch din e credont mont var araog oc’h ober evel a reont.

— Ne ket eun dra gaer, neuze ; ho mont var araok.

— Penauz o sonch deoc’h e ve ? Ne brezeger nemet a pez a ouzer. Ma en em lakafe va azen da ober scol var ar c’han, ne zonjan ket e teskfe calz a dra d’an eostig, ha ne ket gantha e ve deoc’h mont d’ar scol mar oc’h eus c’hoant da vont da gana oc’h letrin ho parrez.

Sellit, potred, ni etrezomp tud, a zo diskiantoc’h evit al loenet mud. Ha guelet oc’h eus-hu morse an herminig o vont da c’houlen digant ar penmoc’h (respet deoc’h), penaus derc’hel he zae digaillar, nag ar c’hillog o vont da zeski bale gant an ouad ? ha ni, diodet ma’z omp, zo prest ato da rei scouarn d’at re a voar blejal ha sklancat huela. An hini a blanto muia c’hoez en he drompil hag a scoio crea var he daboulin, a zacho ato ar muia tud var he lerc’h. Laeret, goapeet e vezer ; den avad ne fell dezhan anzao e ve bet goapeet na laeret, hag ar c’henta tro en em lezo da veza sachet adarre abouez he fri.

— Creski ar scoejou en he ialc’h, an dra-ze da viana, Tad Yvon, a zo mont var araok ?

— Guelloc’h ez ajet c’hoas var araok ma teskchet d’ar pinvidik rei d’ar paour. Pa vezo eat an oll da vro an aour da glask milionou, ha miret a raint oc’h eur paour dall epken da glask he vara, hag oc’h