Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 309 —

coz d’ar mare ma voant c’hoas gouez, ma lazent ho bugale evel pennou ier e kichen ar mein-hir, ma en em zebrent an eil egile e creiz al lanneier.

— An aviel ha croaz hor Zalver a deuaz a benn anezho. Ha brema ne anavezan louzou ebet ken nebeut nemet hennez.

II

Evit ar re a deu da lavaret deoc’h, potred, emaint gant ho c’hazetennou brein hag ho hentchou houarn, o vont da gas an dud var araog, emaint o vont da rei furnez d’ar voazed, ha glandet d’ar merc’hed, livirit dezho eus va fers, mar kirit, ne dint nemet gaouiadet ha batouillerien ne ouzont ket petra a leveront.

Pa za missionerien da brezek d’an dud divadez, d’an dud gouez, lavarit ama din hag eur vad bennag a rafent dezho o comz a hentchou houarn hag euz a droiou filoutet Paris ? Me zonch din e prezegont dezho an Aviel, e tescont dezho caret Doue, ha neuze e veler an dud gouez-ze o c’holo ho noasdet, oc’h eana d’en em zibri, hag o tont gant an amzer da veza tud ha christenien.

— An dra-ze-ta, tad Yvon, eo mont var araok evidoc’h-hu ?

— Petra ! tud hag a voar beva deread n’emaint-hi ket araog tud ne ouzont na labourat nag en em visca ? tud hag a voar renta servich d’ho breudeur n’emaint-hi ket araog ar re ho debr ? tud hag a zo e guirionez tud n’emaint-hi ket araog ar re zo henvel oc’h al loenet ?

— Lavaret mad a rit, tad coz, mes ar re a zo tud avoalc’h, ne ket difennet outho ive, credabl, mont var araog eun dra bennak ?

— Ia, ma vije er mad e vije sur, ne lavaran ket ; mes en dizurziou.