Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 308 —

— Ro peoc’h ! Neuze ec’h elfes sevel moger en dro d’ar bed oll, lacat an oll dindan ar vorail pe dindan an alc’hoez ; mes neuze pa es pezo destumet an oll er prizon, peleac’h e cavi archerien d’ho dioual ?

— Asa, tad coz, petra fell deoc’h da ober-ta ?

— Clevit, potred, ha selaouit mad : ne gaf ket din ec’h alfet parea eun den clanv nemet e diou c’his ; da genta o creski he glenvet, evit he gas d’ar bed all d’ober he glemmou....

— Ah ! tad Yvon, evit ar c’his-ze avad ne ket fall ! E guirionez an den, eur vech maro, ne ket clanv mui. Kementse a zigas da zonch din euz ar pez a lavare ar medesin en dez all da Baol ama. Ar medesin a ioa bet o velet hon amezek Glauda, ha Paol o veza digouezet gantha en hent pa edo o vont kuit, a c’houlennaz outhan :

— Ahanta, ha Glauda, penauz a ra ? Eat eo he derzien kuit ?

— Ia, eat he derzien kuit.

— Neuze-ta ema pare adarre hon amezek ?

— Salocras, maro eo.

— Maro ! ha c’hui o lavaret eo eat he derzien kuit ?

— Ia sur, mes Glauda zo eat kuit ive troad ha troad gant he derzien. Hag ar re all ive, ep mar, ma vent caset d’ar bed all, a iafe ho c’hlenvet d’ho heul.

— Ma na blich ket ar c’his-ze deoc’h, me anavez eun all. N’eus nemet clask eur medesin hag a anavesse ar c’hlenvet hag al louzou mad outha, hag a vouese ive pegement da rei euz al louzou-ze da bephini evit he barea.

— En dro-ma emaoc’h ganthi avad, tad Yvon ; hennez e tle beza ar c’his vad pe ne deus nicun. Mes peleac’h caout ar medesin hag al louzou-ze ?

— El leac’h ma her c’havas guechall hon tadou