Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 307 —

— An dra-ze marteze, tad coz eo ar pez a c’halvont mont var araok ?

— Mont var araog ! ia, ia, potred ; mar deomp pell var araog evelse me ne ouzon ket peleac’h e vezo red mont da glask eur plac’h fur, eur servicher ha ne laerfe ket he vestr, eur micherour ha ne ve ket mezo bep sul, ha bep lun var ar marc’had.

— Guir eo, evelse ema bed ; hogen dre ma’z aimp var araok, kementse oll a vezo pareet.

— Daoust hag o vont var araog e virot oc’h Ian al lonker da chom da gousket dindan an duellen evel eur moroc’h chomet e dilerc’h ar mor var an treas ?

— Oh, ne raimp ket, me voar vad.

— Daoust hag o lenn scridou contamet e teui iec’het dezho, e crogint startoc’h el labour, hag e vezo clevet comzou muioc’h a zoare o tont euz ho ginou ?

— Douetus braz eo ne vellaint ket gant an dra-ze.

— Daoust hag o vont var araog e lamot digant ar merc’hed an ioul o deus d’en em ficha caer, d’en em ziskuez, da vont da racanellat ama hag ahont ?

— Oh ! ar c’hlenvet-ze ne vezo ket pareet c’hoas.

— Peleac’h ez eot-tu neuze da glask louzou evit scuba an traou fall euz ar bed, evit parea an dud a veler bemdez, evel a lavar egile, o coeza euz an derzien dom e drouk-sant ?

— Marteze tad Yvon, e rafe vad ho c’hrouga ?

— Ho c’hrouga ? ma ve crouget kement den dizuch a zo hirio var an douar, ne ve ket cavet a gerdin avoalc’h, ne ve ket a vrini avoalc’h evit dibri ho c’hik !

— Red e ve ho lacat er prizon.