Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 305 —

ret o deuz oll, pe gant ho inkin, pe gant ho nadoz, evit guisca ar beorien.

————


Pardon Ploermel.
————
I

Yvon-an-Traon, eun tiek koz a du Guened, a ioa var dachen Ploermel deiz ar pardon goude ar gousperou, o kemeret an hent da vont d’ar gær. Eur vanden labourerien douar a ioa endro dezhan. Eur banne chist a ioa bet, mes ep ober droug, rag an tiek coz a ioa striz an urs gantha var ar poent-ze, ha ne voa ket brao d’an hini en divije sunet re var ar picher tostat outhan. Unan euz ar vanden a voa oc’h he heul, den iaouanga bemp pe c’huec’h vloas varnugent, en em lakeas da ober goulennou outhan.

— Asa, tad coz, lavarit deomp eta petra zonjit euz ar brud a zo hirio etouez an dud ez eomp var araog, ez a bemdez pep tra var vell ?

— Var araok ! var vell ! ia da ; ne velan ket e teufe don da veza cals iac’hoc’h na lartoc’h gant ar pez a dremen hirio.

— Lavaret a rer gouscoude pa vezimp bet eur pennad o vont evelse var araog, an traou a ielo goudeze anezho ho unan.

— Dont a ra ar c’hoez var va zal oc’h da glevet. Mont var araok ? petra eo an dra-ze ? ha te ac’h eus guelet biscoaz al loen-ze ?

— N’em eus ket. Bez’ ez eus tud gouscoude hag a dle beza he velet, p’eo guir ne gomzont nemet anezhan.

— Mont var araog a zo henvel oc’h ar pikol aer