Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 306 —

vor-ze a gomz an oll anezhi ha ne deo bet guelet morse gant den. Gouscoude me ell lavaret em euz he velet.

— Ia ? tad coz ; ha pe seurt doare en deus ?

— Doare eur marc’h koz a ve bet etre daouarn tregont marc’hadour kezek, a ve bet kempennet, livet ha iaouankeet gant pephini anezho, hag en defe kignet, gant he baluc’hen, c’hui voar e peleac’h, kement hini zo bet var he gein.

— Asa, tad Yvon, n’emaoc’h ket a dro vad hirio !

— A dro vad ? ha ne ket guir e velit hirio muioc’h a brez hag a ingroez en tavarniou evit en ilizou ?

— Evit an dra-ze ne lavaran ket.

— Ha ne ket guir emaint aze gant ho c’hazetennou fall hag ar c’hos paperiou a deu dezho euz a Bariz, hag e saouront ar viltansou-ze cals guelloc’h eget eur brezegen, hag e credont cals kentoc’h dezho eget da genteliou ar re zo carget d’ho c’helen ?

— Ar re-ze zo moullet ive, hag evelse.

— Ha ne ket guir ez a ar re binvidik krisoc’h krisa oc’h ar re baour ; hag ema ar re baour oc’h harzal creoc’h crea a enep ar re binvidik  ?

— Ah ! evit an dra-ze zo guir avad.

— Ha ne velit-hu ket hirio ar strinkellezet iaouang o vont da fringellat bete var an hentchou houarn hag en tavarniou, en hevelep doare, ma ve red brema diskuez gant ar bez, evel ma reat guech all, ar re anezho a ia adreuz, n’on defe ket avoalc’h euz a zek bez hon daouarn ?

— Guir avoalc’h eo an dra-ze, tad Yvon ; ne vezo ket pell ni etrezomp tud iaouank, mar fell deomp dimizi, ne gavimp mui eur plac’h iaouang euz a benn ar viaden.

— Ha ne deuz ket hirio var an douar muioc’h a laeron hag a riblaeron eget zo bet biscoas ?