Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 304 —

dirol a reas da vouela, ha goude beza taolet eur zell truezus var he c’hrucifi, en em lakeas da bidi calonek evit he breur caer Fransez a Vreiz.

— Ah ! itron, a lavaras Godik, mar d’eus bet disparti etre an daou vreur-ze var an douar, esperout a ellomp, pa zint maro evel daou vir gristen, ha pa ema Breiz oll o pidi evitho, e zint hirio unanet ho daou en Env.

— Doue ra zilaouo ac’hanout, va merc’h, eme ar brinsez.

Franseza a zalc’has Godig en he c’hichen ken na blijas gant Doue dont d’ho dispartia. Godig a varvas da genta. Ar brinsez, mantret gant glac’har, ha beuzet en he daelou, a zerras dezhi he daoulagad.

D’an noz varlerc’h ma voa caset he matez d’an douar, Franseza a ieas da denna euz eur c’hased, eleac’h m’hen dalc’he dindan alc’hoez, an inkin benniget a ioa bet etre daouarn Godik. Mont a reas d’he staga a zistribil oc’h moger he chapel, evel eur relegig a zigase da zonch dezhi euz a gement a garie : Doue, he fried hag he matez vad.

Eno stouet var he daoulin, e lavare da ene Jil ha da ene Godik : Oh ! mar em c’hlevit, pedit Doue ma em galvo davethan, en ho kichen.

He goulen e devoue ep dale, rag abenn eur mis goude e teuaz ar maro dezhi.

Araok mervel, e c’halvas da gichen he guele an dukez santel a Vreiz, Franseza Amboaz, hag e lakeaz an inkin benniget etre he daouarn.

D’he zro, Franseza Amboaz her c’husas d’he chapel, hag ez eaz evelse a zorn e zorn euz an eil dukez a Vreiz d’eben, bete ma zeas, gant an dukez Anna, var an tron a Frans.

Ar brinsezed a Frans, evel ar brinsezed a Vreiz, a ioa din da gaout eun hevelep prezant, rag labou-