Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 302 —

— Oh nan, va mam ; ha Godig a dosteaz evit briata he lesvam.

— Godik, pardon din ; eur goal bez oun bet en da genver ; hogen keuz am euz… hag e tiruille an daelou a zaoulagad Fant Madek.

— Va mam, na vouelit ket ; ma n’oc’h ket bet mad em c’henver, kementse zo anaounac’het ganeme.

— O va merc’h gouela a ran gant laouenedigez.

Fant Madek ne vevas ket pell goudeze ; mervel a reas goude beza great ar peoc’h gant he merc’h ha gant Doue ; hag oll dud ar c’harter a gomzas pell goudeze euz al lesverc’h a bardone ker calonek d’al lesvam e doa bet kement da c’houzanv ganthi.

Godig, ato madelezus, a lezas gant he anter vreur kement a deue dezhi euz a zanvez he zad. Franseza a Zinan a roaz ive eun dra bennag, hag evelse ar ruzig en em gavaz en he æz.

Ar brinsez ha Godig a ieas neuze da velet Castel an Hardouinay, Couent Boken hag Itron-Varia-an-Derven ; hag e zejont neuze en dro d’an Naonet, rag ar gær-ze a ioa merket gant an duk da Franseza evel al leac’h ma tlie chom enhan.

An duk a Vreiz, goude beza kemeret Avranch var ar Saozonet, a ieas da gousket da venez sant Mikeal. Pa edo o vont var varc’h hed al leo drez, e tigouezas ganthan eur c’habusin, an hini en doa sacramantet ar prins Jil en he brizon. Mont a reas da gaout ar prins, hag e lavaras dezhan e voa carget gant he vreur Jil da ziscleria dezhan her galve, araog an antercantvet dervez, d’en em gaout dirak lezvarn Doue, evit beza barnet eno ho daou.

Ar prins a jomaz abafet o clevet kementse. Goudeze, o veza dizebezet, e falvezas dezhan coms c’hoaz oc’h ar c’habusin. Hogen hema a ioa eat, den ne