Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 301 —

Unan bennag a anavezaz ar goueriadez etouez ar re a heuille ar brinsez, hag ar brud a gementse a ieas dre ar charter evel eul luc’heden ; an eil a lavare d’egile : « N’oc’h eus ket guelet ? Godik vihan zo deut, da veza eun itron vras !

Hogen etre daou brec’h Doue a ioa deut da boeza var ar re gablus. Fant Madeg a ioa coezet goal glanv, hag evit ar vech kenta oa deut ar morc’hed en he ene. Dalc’h mad edo hano Godig en he genou An derzien a ioa ganthi, hag e devoa alter. He c’hlevet a reat o pidi ar vinorez ne roje ket he mallos dezhi abalamour ma e devoa he laket er meaz a di he zad ! Mes ar vinorez a ioa pell ac’hano ha n’he c’hleve ket. Bep en amzer, dre ma teue ar morc’hed da grignat he ene, al lesvam a c’halve Godik gant eur vouez truezus.

Ar ruzig, he map, an hini ma e devoa caset he lesverc’h kuit evit derc’hel he lod dezhan, ar ruzik, skuiz oc’h he c’hlevet, a lavaras dezhi gant eur vouez trenk :

— Petra dal deoo’h gelver Godik ? Godik zo eun itron vraz, ha ne deui ket ama.

— Godig eun itron vraz ? petra a leverez, Per ?

Ar ruzik n’en devoue ket a amzer da respont ; dor al lochen a zigoraz, hag an hini a c’hortozet a ioa var an treuzou hag a deuaz en ti. Godik ive e doa clevet ar brud e voa clanv he lesvam, hag a zirede d’he guelet. Fant Madek ne grede ket he daoulagad. Sellet a rea outhi tu ha tu ; caout a rea dezhi e voa eno bizach Godik ; mes ha Godig oa e guirionez ?

— Ha te a zo aze ? Godik, a lavaras goustadig al lesvam.

— Ia, va mam, eme ar verc’h iaouank.

— N’ec’h eus ket a gasoni ouzin, eme ar glanvourez ?