Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 303 —

c’houie peleac’h, ha caer a voue he glask ne voue ket cavet.

« An duk, eme eur scrifagner coz, a jomas ker sebezet, ker mantret, ken ankeniet, ma na c’hellas mui kemeret plijadur gant netra, hag e varvas souden goudeze. Ar pez a dle deski d’ar brinset e tlefent beza fur ha dioual da gridi da gement a lavar dezho ar re zo var ho zro ; rag an den en deuz avoalc’h da ober o terc’hel penn d’he voal ïoulou he unan, ep en em lezel da veza renet gant goal ïoulou ar re zo en dro dezhan. »

An antercantvet dervez goude maro Jil, an duk Fransez pehini ne rea mui nemet langisa, crignet gant ar morc’hed, a zestumaz en dro dezhan tud chentil, alierien ha re vraz euz he lez. Dirazho ha dirag an eskeb a ioa eno e roaz ar gurunen d’he vreur Per a Vreiz, hag hen anavezaz evit an hini a dlie beza duk en he c’houde, o lezel a gostez he ziou verc’h, Mari ha Mac’harit pere ne c’hellent caout ar gurunen nemet ma na vije bet goaz ebet euz al lignez.

Meur a vech e pedaz ar re a ioa en dro d’he vele da bardoni dezhan he faziou.

Reseo a reaz he zacramanchou diveza gant santimanchou braz a feiz hag a relijion, hag e varvas d’an 19 a vis gouere, er bloas 1450.

Franseza a Zinan ha Godig a ioa o pidi e chapel ar brinsez pa zigouezaz ar c’helou-ze gantho.

— Eat al lazer da gaout an hini en deus lazet, eme an intanvez en eur grena.

— Doue r’her pardono, eme C’hodik. Ar prins Jil en doa pardonet a greis calon d’he vreur ; oh ! pardonit eveldhan !

Franseza, o clevet Godik, a voue tenereet he

c’halon. En em lacat a reaz adarre d’an daoulin,