Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 297 —

Eur gevridri am eus bet. D’an Naonet eo red din mont ; va lezel a reot, me gred, da ober ar pennad beach-ze.

Al lezvam a ieas neuze kement a zroug enhi ma crene gant he c’hounnar. Evel ma kendalc’he Godik da lavaret e voa red dezhi mont d’an Naonet ep discleria petra oa ar gevridi e devoa da ober, Fant a gemeraz eur geuneuden hag a roaz eur zaead d’he lesverc’h. Neuze he zaolaz er meaz euz an ti hag e serraz an or outhi en eur lavaret :

— Kea alesse, ha ne laca mui troad ebed en ti-ma. Kea alesse da grevi d’an Naonet pe e leac’h ma kiri ; mes na deu biken mui dirak va daoulagadme.

Godig e divije gallet lavaret, mar he lakeat er meaz, e devoa guir da viana da gaout he lod a zanvez he zad ; hogen ar zonch-ze ne deuas ket dezhi. Pa velas serra outhi dor he lochen, e chomaz evel pa vije sebezet, he c’halon a vennas ranna, ha daelou puil a ziredaz euz he daoulagad. En ti-ze e devoa gouzanvet cals poan, mes da viana eno e cave eun doen. evit he goudouri, hag eun tam bara du da derri he naoun. Brema peleac’h ez aio-hi da glask repu ? Piou a roio bara dezhi ? Ne deus mui na car na mignon ; ne deus den da asten dorn dezhi. Goude beza chomet eur pennad evelse mantret da zonjal ha da vouela, e savaz he speret etrezeg an env, ha neuze e teuaz ar fizians en he c’halon :

— Alo ! emezhi, Doue n’em dilezo ket ; kemeret a ra soursi beteg euz al labousedigou bihan. Abalamour da Zoue an dud divar ar meaz a roi din eun tam bouet bennag evit beva, hag am lezo da dremen an noz e corn eur c’hraou pe eur chardi.

Neuze e sec’haz he daoulagad, hag ep sellet en dro, e zeas varzu ar c’hoad e doa treuzet kel liez a vech.

Evel ma e devoa sonjet, Godig a ieas d’an Naonet