Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 296 —

niver braz a dudchentil a ioa var he lerc’h. Godik kez en em gavaz iveha ne ket hi eo a bede nebeuta.

Ar vuntrerien a bedaz an dudchentil, deut d’an enterramant, da renta testeni ne voant ket er c’hastel, e voant lod en iliz ha lod er chase d’ar mare ma voa maro ar prins ; hogen an dudchentil ne vouent ket touellet gant ar gaou-ze, ha morse ne c’heljont caout diganto ho discarg a varo ar prins.

Abad Boken a lakeaz eur mean-bez, e sclent, var gorf Jil a Vreiz, hag he skeuden e coad, var gorre ar mean-bez.

Setu aze penaoz e varvas, dre gasoni he enebourien, eur prins braz a Vreiz. Guelomp brema dorn Doue o tont da boeza var an dud cablus.

VI

Godik, goude ma voue laket corf ar prins en douar, a ieaz a brez varzu he lochen. Pa zigouezaz ne voa en ti nemet Fant Madek, a ioa azezet e tal an tan oc’h aoza eur vasinat iod guinis du. Laouen oa he fenn ar pez ne veze ket aliez ; hogen pa velaz he lezverc’h o tont en ti e zeaz al laouenidigez divar he zal.

— Ah ! digouezet out, emezhi, araog an noz ? Me zonje din ne vijes ket deut hirio.

Mar d’oun chomet pell, eme C’hodig, eo em oa eun dever da ober.

— Eun dever ? eme al lezvam gant eur vouez trenk, da zever oa senti ouzin-me hag ober al labour a roan dit.

— Guir a livirit, va mam ha cridi a ran ive ne d’oun na dizent na didalvez. Doue zo plijet ganthan va choaz evit ober eur gevridi.

Eur gevridi ? eme Fant en eur ober eul lam, kement ma voue dare stleper en tan iod ha bassin.

— Ia, va mam, eme C’hodik ken dizroug ha tra.