Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 298 —

en eur veva divar an aluzen. Bemdez e cave eun tiek bennag da rei dezhi bara hag eul leac’h da dremen an noz. Digouezet e Naonet, e voue caset dirak ar brinsez Franseza a Zinan, ntanvez ar prins Jil a Vreiz.

Ar brinsez a ioa eat kentoc’h beteg enhi ar c’helou euz a varo he fried, hag e devoa guisket dillad kanv. Pa glevaz e teue ar plac’h iaouank-ma euz a gastel an Hardouinay, e coezaz a stok corf var he c’hador, hag e voue eur pennad mad ep gallout coms, mouget gant he daelou hag he huanadou.

Godik ne deas ket da glask euz ar c’homzou divlas-ze a leverer alies d’an dud ankeniet evit ho c’honsoli. Gortoz a reas, sioul, gant respet, hag an daelou en he daoulagad, ma vije tremenet d’ar brinsez ar gaouat rann galon-ze.

Franseza a grogaz e dorn ar goueriadez paour hag a lavaras dezhi : O va mignonez, comzit din euz an Aotrou Jil !

— Euz he berz eo e teuan d’ho caout, eme C’hodik.

Neuze e tiskuezas dezhi an inkin a ioa eur ger bennak scrifet varnezhan gant ar prins.

— Va frinsez, anaout a rit-hu an inkin-ma ?

— Inkin va mam goz ! He anaout ? Oh ia. Penauz oc’h eus-hu bet an inkin-ze ?

— Me eo Godik Madec, ar vesaerez baour da behini o poue ar vadelez, c’hui hag ar prins Jil, da rei an inkin-ma pa em boa collet va hini en dour. An Aotrou Jil, Doue r’her pardono, eun devez bennag araok mervel, evel n’en doa netra da c’hellout scrifa, en deus merket, gant he c’hoad, eur ger bennak var an inkin-ma ha gourc’hemennet din he zigas deoc’h.

— Oh ! digas-hen din buan ! eme ar brinsez, hag e crogaz en eur grena en inkin, hag e lennas varnezhan ar c’homzou-ma :