Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 292 —

ac’h euz abaoue c’huec’h sizun, roet d’in da dam bara, astennet va buez ha digaset din ar pez am eus bet a eur-vad abaoue pevar bloas. Pa na vezin mui, na ancounac’ha ket en da bedennou ar prizonier reuzeudig ac’h eus sicouret en he zerveziou diveza.

— Me hoc’h ancounac’hat ! O va frins, eme C’hodig en eur vouela puill, oh biken ! biken !

Ar prins Jil a lavaras da C’hodik :

— Godik, me garfe rei dit c’hoaz eur gevridi all, mes marteze ne c’helfes ket hen ober, va merc’h paour.

— Da viana, mar gellan, her grin, va frins.

— Mad, kea da gaout an Itron Franseza a Zinan, ha lavar dezhi.... Mes gortos.... Jil a ieas da gaout an daol goz a ioa eno, hag en em lakeas da furchal… mes ne gavas netra, hag e tistroaz adarre d’ar prenest.

Godik kez, ar paoura den a Vreiz ne ket ker reuzeudig ha map an duket. N’em eus ket zoken eun tam paper evit gallout scrifa da Franseza, d’am pried muia caret, eo va zonch diveza evithi ! netra ! netra ! n’o deus lezet netra ganhen.

Eur zonch a deuas dezhan ; cregi a reaz en inkin a zouge ato Godik d’he heul ; tenna a reas goad euz he vreac’h, hag en eur vouela e vercaz eur ger bennak var an inkin benniget-ze.

— Cas an dra ze da Franseza, ha lavar dezhi, Godik, lavar dezhi mad, abaoue ma zomp dispartiet, n’em eus ket tremenet eun heur ep sonjal enhi. Paourkez Franseza, n’he guelin mui nemet en Env. Kenavezo, Godik, kenavezo ha ra vezi benniget mil guech.

— Kenavezo varc’hoas, va frins !

— Varc’hoas ! eme Jil, en eur vousc’hoarzin, hag o sevel he zell etrezeg an Env ; varc’hoaz e vezin ahont, tennet a dre daouarn va enebourien.