Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 293 —

Mes Godig a ioa eat ac’hano, ha ne glevas ket ar c’homzou diveza-ma.

V

Antronoz, kerkent ha goulou-deiz, Godig a ieas adarre varzu castel an Hardouinay. Esperans e devoa da velet ar prins ; gouscoude ne alle ket miret da veza nec’het hag encrezet, ken dinerz ha ken toc’hor oa an derc’hent pa e devoa he guiteet.

Ne voa mui goard ebet var dro baliou ar c’hastel, evel ma voa boas da velet bemdez. Kementse a lakeas calon Godik da vantri. N’eus mui goard ebet, emezhi, maro eo eta ar prins, rak ep mar n’o deus ket he lezet da vont kuit. Mont a reas gouscoude beteg ar prenest eleac’h m’oa boas da velet ar prins ; herella avad a rea var he zreid.

Ar prenest a ioa digor. Godik ne reas nemet teleur eur zell hag a gouezas d’an daoulin o leskeul eur griaden. Guele Jil a oa dispak ; n’oa den er prizon.

— Maro eo ! emezhi, maro eo !

Pa zavaz e tolaz eur zell diveza var brizon ar prins, hag e lavaras gant eur galon mantret :

— Brema e c’hellan mont da gaout ar brinsez Franseza.

Ober a reas tro ar c’hastel en esper caout eur c’helou bennag, ha caout a reas. Pa edo dirag ar vali vraz, e velaz o tont gant ar c’hoad eur vanden menac’h ha tudchentil o vont d’ar c’hastel. E lost ar vanden ez oa eun denik iaouang, eur floc’hik dioc’h an doare anezhan ; Godik, daoust pe gel lent, pe ger strafuillet oa, a ieas beteg enhan hag a c’houlennas :

— Ha c’hui a c’helfe lavaret din-me petra zo a nevez e castel an Hardouinay ?

— Petra zo a nevez ? eme ar floc’h en eur ober neus da lenva, an Aotrou Jil a Vreiz a zo maro,