Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 291 —

gaout ar prenest. Ar prizonier o veza he velet, a gavaz eun ners nevez evit dont beteg enhan.

— Bennos Doue deoc’h, va zad, eme ar prins, c’hui pehini a laca ho puez var var evit dont d’am zicour !

En em deleur a reas var he zaoulin adre ar barrigner houarn, ha goude m’en doa cofeseat he oll bec’hejou, goude m’en doa lavaret pegement en doa bet da c’houzanv abaoue pevar bloaz, ha discleriet e voa divlam euz a gement a ioa bet tamallet dezhan, ar beleg a c’houlennas diganthan ha pardoni a rea d’he enebourien.

— Va enebourien, eme ar prins, ho anaout a ran oll, ha dezho oll e pardonan, it, va zad, da gaout va breur Fransez a Vreiz, ha livirit dezhan pa n’am eus ket gallet caout justis diganthan var an douar, her gortozan abenn antercant dervez [1] dirak lezvarn Doue eleac’h ma vezimp barnet hon daou. An urs-ze a roan deoc’h, ne ket dre gasoni, nag o clask en em venji, mes evit ma c’hello ober he bourchas.

— Bolontez eun den dare da vervel a dle beza great, prins, hag ho kevridi a vezo great, eme ar manac’h.

Ar manac’h a zouge ar sacramant santel varnezhan hag a roaz he Zoue d’ar prins. Godig, a ioa eur pennad ac’hano o pidi, a dosteaz evit adori an Doue carantezuz a deu d’en em rei d’he vugale en eur prizon couls hag en eur palez.

Ar prins hag ar beleg a lavaras c’hoaz eur ger bennag an eil d’egile. Goudeze Jil a astennaz he zorn treud dre voask ar barrigner houarn, hag ar manac’h a bocas dezhan c’hoek. Neuze e kimiadjont an eil dioc’h egile.

— Kenavezo dit ive Godik, merc’h carantezuz

  1. Lod a lavar daou ugent