Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 288 —

trubarderez hoc’h enebourien, ha da ober ho peoc’h gant an Duk Fransez.

Jil a hejaz he benn, a reas sin gant he zom da C’hodik, hag houma eu em dennas kuit.

IV

Na Fant Madek nag ar ruzik n’o devoa gouezet e voa eat Godig er meaz euz an ti. Distrei a reas ker goustad ha ma voa eat kuit. En em lacat a reas neuze etouez he zruillou da glask cousket. Izom e devoa da gousket evit mouga an naoun a zante ; rak bara he c’hoan e devoa roet da Jil, hag abaoue ar mintin ne devoa debret tam.

— Paour kez prins, emezhi outhi he unan ; gouzanv a ra poan du-ze, ha me a c’houzanv poan ama. Ra roi Doue deomp ar c’hras da veza sentuz oc’h he volontez santel.

Godig a zalc’has mad d’he ger. Bemdez, epad eur pennad amzer, en despet d’ar goardou, e cave tro da vont beteg ar prins ha da rei dezhan eul loden euz an tam bara du a rea he magadurez. Avechou he lesvam, pa veze en he mad, a roe dezhi eun tamik kik gant he bara, ha neuze an tam kik-ze a ioa oll evit ar prins.

E kichen Guerc’hez an derven e cave ato sivi da gutuil ; hag ar sivi-ze n’ho zanvea morse. Pa veze re evit ar prizonier, e roe ar pez a jome d’ar c’henta paour a gave, en eur lavaret dezhan : pedit Doue evit ar prins Jil.

Eun dervez ma zea Godik, evel ma voa boas, da gas he zam bara d’ar prins, e voue souezet o velet n’edo ket er prenest oc’h he gortos, rak peurliesa her c’have eno.

— Va Doue, emezhi, maro eo douetus !

Ar plac’h kez a viscas liou ar maro, he c’halon a