Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 289 —

deuas da vantri, hag e voue eur pennad ep gallout tenna he halan. Pa voa deut enhi he unan, e tosteaz oc’h at prenest, hag e sellaz en diabars.

Oc’h ar sclerijen dister euz eur c’hleuzer stag oc’h ann treust, e velas ar prins Jil. Mes ha beo oa ? Astennet oa var eur scaoun, drouklivet, stenet he vizach, ne finve ezel, henvel oa oc’h eur c’horf maro. Daoust d’he anken, Godig e devoue nerz avoalc’h evit skei eun taol calet var ar prenest. Jil a reaz eur scrijaden, a zavaz he benn, hag a droaz he zell varzu ar barrigner houarn. Ne ket maro ; mes penaoz en deuz-hen collet ar pez a nerz a jome ganthan ? Ne c’helle ket bale, a ruz epken ha dre boan e c’hell dont beteg ar prenest hag he zigeri.

— Te a zo aze, Godik, oh ! bennos Doue !

— Va frins, petra zo digouezet ganeoc’h ? petra zo great deoc’h ? eme ar plac’h kez he daouarn ganthi e croaz hag an daelou en he daoulagad.

— Godig ! eur bannik dour, abalamour da Zoue ! oh ! m’em eus poan ! ro din eur beradik dour !

Godig a roas d’ar prins eur pot dour leun. Jil a stagaz he benn outhan hag a efas he voalc’h. Mes neuze e couezaz anter varo var ar scaon eleac’h ma edo astennet araok.

— Godik, emezhan gant eur mousc’hoars truezus, ne gaf ket dezho e varfen buan avoalc’h.

— Petra livirit ? va frins, eme C’hodik strafuillet oll.

— Daou eus va goardou o deus digaset din eur souben druz ; ha me, dare gant an naoun, a zo lamet varnezhi evel var eur boued ar c’hoeca. Goude beza bet trahiset ken alies, n’em eus ket c’hoas desket anaout an dud. Godik ! Godik paour ! ar souben-ze a ioa contam enhi… Oh ! red eo beza cre evel ma zoun evit beza gallet herpel oc’h ar c’hontam-ze.

17