Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 287 —

eget enouamanchou ; me am euz efet calir ar c’hoervder beteg al li. Lamet o deus diganhen kerent, mignonet, mitizien, huisien. Pelleat o deus diouzin va fried carantezuz ep va lezel zoken da lavaret dezhi eun diveza kenavezo. Eus va breur, eus a Fransez a garien kement hag a garan ato a greis calon, o deus great va brasa enebour. Tolet o deus caillar var va zonjezonou ar re eüna. N’eus ket a c’heier ha n’ho defe savet em enep. Etouez ho geier all, o deus lavaret e voan enebour d’am bro.

Nan, mil guech nan ! Mar d’oun bet pell e Brozaos n’oun ket deut da veza saos ; va c’halon ha va ene a zo chomet ato stag oc’h va Breiz muia caret ; ha me en eur vro estren ne sonjen nemet enhi. Ama, er prizon enk ha tenval-ma, mar em eus c’hoaz eur blijadur bennag, eo sonjal an ezen a deu dre ar prenest-ze eo ezen Breiz, ar c’hornig euz an oabl a c’hellan da velet eo oabl Breiz. Pa vezin maro, Godik, mar gell da vouez dister en em rei da glevet oh ! lavar d’am bretonet, mar en deus bet Jil anaoudegez vad evit prinset Brozaoz, he galon a ioa ato oll da Vreiz.

Ha brema, merc’h ker, digaset ama gant Doue, kea d’ar gær ; va goardou a alfe dont ama, ha ma coesez etre ho daouarn, ar vad ac’h eus great din a goustfe da vuez dit. En eur dremen dirag Guerc’hez an derven, laca dirazhi an tam-ma euz va gouriz a zo herminik Breiz merket varnezhan ; setu kement a c’hell eur prizonier reuzeudik da ginnigen d’he batronez gallouduz. Godik, te ac’h eus great vad d’am c’halon ; ra vezi benniget !

— Kenavezo ! ô va frins, me deui adarre varc’hoas ! Red eo e chomfac’h beo ; arabat eo falgaloni. Gant sicour Doue e teuot abenn da ziskuez