Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —

Etre daou Godig a droe ato he inkin, ha pa na veze ket he lesvam var al leac’h e rea eur c’hraf bennag en he dillad, rag eur burzud oa ne deant ket a damou keit he lezet ep rei dezhi re nevez.

Eun nosvez, e mis meurs, Fant hag ar ruzig (ar mab a ioa bet leshanvet evelse abalamour d’he vleo ruz) en em lakeas goaz eget biscoas var buez ar vinorez paour. Cas a rejont ar grisderi bete bihanaat an tam bara du a roent dezhi bemdez evit poan he dervez. Godig en em dennas da dal he guele evit cuzet he daelou. Eno stouet var an douar gleb, he daouarn e croas ganthi var he inkin muia caret, e chomas pell da bidi.

N’oa trouz ebet mui en ti ; Fant hag ar ruzig a ioa cousket, ha Godig a bede ato. Souden e reaz eur scrijaden ; caout a rea dezhi e devoa clevet skei eun taol var an or. Sevel a reaz hag e tigoraz eun toul prenest a ioa eno e kichen. Lacat a reaz he fenn hirra ma c’helle da zellet er meaz. An noz a ioa ien, rag ar goan n’oa ket eat c’hoaz ebiou. Mes al loar a ioa sclear hag e c’helle guelet splam kement a ioa a dost d’an ti. Hogen caer e devoa sellet, ne vele den.

— Ne ouzon ket petra am eus clevet, em euz aoun, emezhi ; hag hi o serra ar prenest, hag o sonjal en em lacat en he guele.

Pa edo o tivisca he dillad e clevaz eun taol all. Neuze e chomas da zonjal ha da zilaou eur pennad, evit beza sur ne ket uvreal eo a rea. Lacat a reas neuze buan an dillad e devoa divisket, hag e redas da gaout guele he lesvam.

— Va mam emezhi en eur grena, aze e maer o skei var dor an ti. N’oc’h eus-hu ket clevet ? digoret e vezo ?

— Pe seurt diotach a zo adarre tremenet dre da