Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 279 —

— Daoust pe ger reuzeudig oun, emezhi, n’em bezo morse kement da c’houzanv hag en deus gouzanvet va Jesus carantezuz evidhon ! hag en em roas neuze da gousket o sonjal en tenzor e devoa bet digant ar brinsez Franseza.

Abenn eun nebeut bloaveziou goude ar pez on eus merket er pennadou diaraok, Godik ne voa mui ar bugel on eus guelet e kichen ster Itron-Varia an derven, he liou fresk ha ruz evel ar roz. Evel ma voa tenn he buez, ma voa red dezhi dioueret cals traou, ma voa goal gaset aliez ha m’e devoa cals nec’hamanchou da c’houzanv, e voa eat he ners da netra. He bizach a ioa ato coant, mes ken drouklivet, ker guenn, ken treud oa ma voa eur scrij he guelet. He daoulagad c’hlaz a ioa eur c’helc’h brondu en dro dezho, hag he c’horf a ioa croumet varzu an douar evel pa vije coz.

Ar re he guele var an hent a drueze dezhi hag a lavare :

— Godik kez ne dai ket abell ken !

Pa lavaret an dra-ze dirak Fant Madek, houma a zave he diouscouaz hag a lavare :

— Ne garfen ket he maro, ar verc’h kez ! Gouscoude ma teufe Doue d’he c’has ganthan, e ve eur zam tennet divar va c’hein.

O velet he c’halon griz, hiniennou a responte dezhi :

— Me gave din gouscoude e rea Godik cals sicour. deoc’h, rak dalc’hmad ema o neza pe oc’h ober traou all, eleac’h ho map, ar Ruzik, ne ra nemeur a dra, a zonch din.

— Ma na c’hounesfe ket he bara ive ! eme Fant. Avoalc’h eo, a gredan he guisca hag he loja evit netra. En ti ne ra vad ebet din, rak n’e deus na ners na calon. Ma crette, a lacan, e lesfe ganhen he guele da aoza.