Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 278 —

Hardouinay eleac’h ma tremene ar pez a vercomp ama. Dibaot e vije-ta da C’hodik guelet eno ken an daou vugel mad-ze.

Ar verc’hig, en eur huanada, a ieas da azeza e troad derven an Itron-Varia, hag en em lakeas da neza en dra c’helle. Abenn m’oa deut ar mare dezhi da vont d’ar gaer, e devoa rinset he c’hegil. Pa zigoueaz, eur penn tenval a vaouez a ioa oc’h he gortos var dreuzou an ti, hag en he c’hichen eur potrik divalo, eur pennad bleo rus biscoulet dezhan. An daou-ze oa Fant Madec lezvam Godik ha Per Madek he lezvreur.

Fant a lavaraz eur goms trenk bennak d’ar plac’hik ; Godik ne lavaras ger. Da c’hortos coan en em lakeas da c’hoari gant he anter breur ; mes hema a ioa eur bugel kintuz ha ginet, hag eleac’h c’hoari, en em lakeas da lenva. Al lezvam pehini ne glaske nemet eun digarez evit canna ar verc’h, a gemeraz eur vaz, ha goude beza he bazatet, e stlapas dezhi eun tam bara du hag he c’hasas da gousket.

Godig a ioa he guele en eur c’horn euz an ti, e kichen eur c’hos toul prenest. Ar guele-ze ne voa varnezhan nemet eur c’hos tam liser bennak var eun nebeut colo. Eno gouscoude e couske c’hoek, daoust ma voa kizidig he izili gant ar bazadou a reseve bemdez.

Godig a ioa devot, hag a garie staga imachou sænt oc’h he guele. Al lezvam a c’houie kementse, hag a lamaz an imachou-ze kuit. Neuze Godig a bede muia ma c’helle dirag Guerc’hez an derven ; da noz avad oa eur boan evithi ne alle ket, araok cousket, poket da dreid imach hor Zalver hag hini he vam santel. En nosvez-ze avad e voa laouen meurbet dre ma c’hellas poket d’an inkin a ioa bet touch oc’h bez map Doue.