Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 281 —

benn-te ? Ne glevan netra nemedot-te aze o vatouillat, kea alesse da gousket ha ro peoc’h din-me.

— Va mam, ha mar deo eur paour kez bennak chomet dindan an amzer, ha ne garfac’h-hu ket rei digor dezhan ? Mar kirit me ia da velet petra a c’houlen.

— Me’m eus lavaret dit out eun diodez, ha ne zigori ket pe me velo. Marteze ez euz eul lampon bennag aze. Na jom ket da derri va fenn din-me, pe bremaik.

Godig e devoa c’hoant da lavaret eun dra bennak c’hoas ; mes ne devoue ket a amzer. Al lesvam a ioa keuneut e kichen he gueie. Kemeret a reaz eur pennad keuneut corden, hag her stlapaz a drojou oc’h he lesverc’h. Guella pez a zo, an noz a ioa sclear, ha Godig a ellas trei divar hent an tam keuneut, hag a ieaz adarre da gichen he guele ep lavaret ger mui.

Godig a ioa nec’het meurbet. Mont a reaz adarre da zellet dre an toui prenest, mes caer e devoue, ne velas netra. Gouscoude n’oa ket evit en em rei da gousket.

— Petra a rin-me ? emezhi. Va lesvam ne fell ket dezhi e tigorfen, ha gouscoude marteze ez euz aze unan bennag o c’houzanv poan.

Dont a reas da zonch dezhi e voa, e kichen he guele eun or hag a scoe var ar c’hraou zaout. Setu hi-ta oc’h ober he zonch da vont dre’n hent-se da velet hag hen a ioa a dost d’an ti unan bennag o c’houlen sicour.

— Mar d’eo, emezhi, eur paour hag eh deus naon, e roin dezhan va zam bara ; rak ne devoa ket debret an tam bara roet dezhi evit he c’hoan. Morse ne deuaz en he zonch e c’halje beza eno eul laer pe eul lampon bennak. Ne zonje nemet da ober vad da eun den reuzeudik chomet er meas dindan an amzer.

Setu-hi ta o vont gouestata ma c’helle evit na zihunje ket he lesvam hag he anter vreur. Ober a