Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

dezhan eul leac’h hag eno e c’heljo labourat evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, en eur heulia reglen sant Bruno.

E kær benn an Departamant edo var zao, evel ma on eus lavaret, ar c’hillotin. Di an dispac’herien a dreine bep sizun muia ma c’hellent a dud, beleien, noblans, bourc’hizien, tud a vicher, kement a grede e Doue hag o doa c’hoant da lacat eun tam urs vad bennak ; ho fennou a goeze eno, hag ar bobl difeiz a stracle he zaouarn evel mesvet gant ar goad.

Dirag ar c’hillotin ez oa eun ti hag a ioa enhan christenien vad, tud calonek. Perc’hen an ti-ze o clevet oa deut Dom Emmanuel en dro, a ieas d’he glask.

Ep gouzout da zen hen digasas d’he di, hag e reas dezhan sevel d’he c’hrignol, e kichen an doen. Eno e tiskuezas dezhan eun toul er voger, hag e lavaras :

— Sellit, va zad, setu aze eur cellulen evidoc’h, Doue a c’houlen ma chomfac’h aze evit he servicha.

— Mes, eme Emmanuel, pe seurt vad a c’hellin-me da ober d’an eneou en toul du-ma.

Neuze mestr an ti a dennaz eur mean sclent euz an doen hag a lavaras d’ar manac’h :

— Sellit, va zad, setu aze ar chafot dirazoc’h ; pa vezo digaset tud aze d’ar maro, e c’hellit sevel ho torn ha rei an absolven dezho araok ma coezo ho fenn dindan ar c’hillotin.

Dom Emmanuel a anavezas neuze eo Doue en doa hen digaset di. Eno e tigaset he vevans dezhan, hag eno e tremenas meur a zizun o pidi hag oc’h absolvi ar re a zigaset d’ar maro.

Eun dervez, dervez scrijuz, e voue digaset eun tiad a bez, seiz, an tad, ar vam ha pemp bugel ; sevel a rejont var an chafot an eil varlerc’h egile ; ar vugale a zelle oc’h ho mam, hag houma a ziskueze dezho an Env, hag ho zad ho bennige. Ar manac’h a zavas