Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/286

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —

seis guech he zorn evit rei an absolven d’ar seis christen calonek-ze ; seis penn, a velaz o ruilla er goad ; pa voa coezet avad ar seisvet penn he nerz a vancas dezhan, hag e coezas semplet en he cellulen.

Pa voa dizemplet ar manac’h kez, an daolen heuzuz en doa guelet ne deas mui euz he speret. Guelet a rea ato ar vam gre ha calonek-ze ne felle dezhi mervel nemet varlerc’h he bugale, o courachi pep-hini anezho, guelet a rea ho zad o tiskuez dezho ez eant d’en em gaout adarre en Env, guelet a rea pennou ar vugale-ze o ruilla etouez ar pri hag ar goad, ha pennou ho zad hag ho mam o coeza varnezho. Epad eun nebeut derveziou e voue ne vele nemet goad, ha bete fin he vuez e crene ato bevech ma teue he spered da zonjal en daolen scrijus-ze.

Erfin e plijas gant Doue rei guelloc’h amzeriou d’ar Frans. Hor bro baour anter distrujet, a zavas adarre. Ar relijion a deuaz en dro, ha ganthi ar vuez. Lod euz a gouenchou coz Breiz-Izel a voue savet adarre, mes evit relijiuzed all. Evelse couent ar chartreuzed a Alre a voue laket enhi c’hoarezed ar furnez. Al leanezed-ze, o veza clevet hano euz ar manac’h Dom Emmanuel, her goulennaz evit ho beleg, hag ar manac’h mad a deuas da echui he vuez er gouent coz en doa caret kement.

Caer oa guelet an diveza euz ar chartreuzet o pidi er c’hloastr-ze eleac’h m’eo peintet buez sant Bruno. Brao oa he velet o chom a za dirag he cellulen goz, hag o taoulina var beziou he vreudeur.

En he amzeriou diveza en devoue cals da c’houzanv ; mes ar pez a ioa bet kiriek dezhan da vont d’ar gouent a rea dezhan gouzanv ato ep en em glem.

« Ha ne dlean-me ket, emezhan, ober pinijen evit ar reuzeudik-ze am eus distroet dioc’h ar stad ma voa