Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —

Bruno hen resevaz, ha pa en doa great he venou her c’haschont da eur gouent o devoa e gouelet Breiz etouez al lann hag ar brug.

Eun nebeut bloaveziou goude e tirollaz an dispac’h braz e Frans ; ar c’houenchou a voe laeret, ar venac’h taolet er meaz ; ar rann-galon a ioa en oll lec’hiou santel. Couent chartreuzet Alre ne voue ket espernet. Emmanuel hag he vreudeur, goude beza gant calz a c’hlac’har lavaret kenavezo d’ho c’houent, a voue red dezho kuitat ar mogeriou-coz ze eleac’h ma o devoa cavet ar peoc’h ha ma o doa roet ar skuer euz an oll vertuziou abaoue meur a gant vloas. Hor manac’h a ieaz en harlu d’an Holland ; hogen pell dioc’h Breiz ne c’helle ket en em blijout na delc’her var he c’hlac’har. Rebechou a rea dezhan he unan abalamour m’en doa dilezet he gouent coz, hag abalamour n’oa ket chomet cuzet var dro eno evit ober eur vad bennag d’he vreudeur a c’houzanve eur voaskerez ker cris. Evel ne bade ket e sonjaz, en han’ Doue, treuzi harziou ar rouantelez. O veza cavet unan bennag hag a c’hellet fiziout enhan, en em lakeaz en eul lestr etouez eun nebeut sac’hadou marc’hadourez hag e voue taolet evelse var aodchou ar Frans. Neuze gant mil boan e treuzaz ar vro hag e tigouezaz erfin e Breiz eleac’h ma crede e voa galvet gant Doue.

Siouas n’en devoe ket ar blijadur da c’hellout en em guzet etouez ar pez a chome euz he gouent. An dispac’herien a c’houlenne hag a roe arc’hant evit caout pennou an oll veleien hag an oll venac’h.

E Guened edo ar chafot nos deiz en he za prest da ziscar pennou. Evel ne voa bet morse ermeaz euz he cellulen, ne anaie ket ken nebeut ar c’harter tro var dro. Nec’het en em gavas ; ne vouie ket penaus beva evit ober eur vad bennak dre eno. Doue a gavas