Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 262 —

ma eus-me ta guelet bremaic o coeza dindan ar bouliji, ho tillad gantha, hag henvel poch ouzoc’h ?

— Va c’hoar eo ! maleurus ma zoun ! Va c’hoar eo so maro em leac’h, maro evit va zavetei !

Ar C’hont a goezas semplet, hag he vam, e creiz he anken, e devoue ners calon avoalc’h evit chom en he za ha kemeret sourci eus he map, penher iviziken.

Ar C’hont a voue douget var eur guele en eur gampr cuz. Pa deuaz he anaoudegez dezhan, en devoa eun derzien ar grea. Ne rea nemet alteri, ha crial, o lavaret he lezel da vont ac’hano ; her galvet da vont d’ar maro ; e voa dlet, e voa red dezhan mont d’ar maro.

Ar memez dervez, da noz, Adel, an nizez, guisket evel eur plac’h divar ar meaz, a ieas, Alan, ar merour hag hi, da glasc corf he c’hiniterv. Goude beza clasket pell amzer etouez ar c’horfou maro, he c’hafchont. Delc’her a rea etre daouarn eur chapelet e doa bet guechall digant he breur ; Adel a zerras dezhi he daoulagad, hag a zestumas he c’horf gant ar brassa respet. Neuze Alan hag ar merour he dougas d’ar maner. Laket e voue er chapel, e troad an aoter, hag eno, epad pell amzer, e teujot da bidi evithi.

————


Maro eur breizad.
————

An hini en deuz great ar pennad scrid-ma a ioa eat, brema ez eus tri bloas bennak, da ober eur valeaden dre vouelet Leon. Eno en em gavaz e bourk Ploudalmeze, unan, emezhan, euz ar bourcou brasa zo er Finister. Guelet a reaz ar pez a chom euz a